Sonadeg FLEUVES war ar Parquet de Bal

Goude bezañ bet merket gante leurenn sonerezh Breizh e tistro Fleuves war ar Parquet de Bal evit kinnig o fladenn-vinil-doubl. Ar sonadeg-mañ a zo kinniget deoc’h, kevelet gant l’Usinerie.
Mirit ho plas en ur glikañ war al liamm amañ : https://www.helloasso.com/associations/cercle-celtique-de-rennes/evenements/fleuves
Oberiantizoù ar vakañsoù : lakait hoc’h anv !
Oberiant | Deiziad ha eur | Oad | Priz |
Kontadennoù | 28 ha 29 a viz Here eus 9e da 6e noz | 6 bloaz hag + | 5 € |
Beilhadeg kontet | 28 a viz Here 7e30 noz | evit an holl | digoust |
Broderezh | 28 a viz Here eus 9e ha 6e noz | 8 vloaz hag + | 10 € |
Samain Berdadao | 31 a viz Here – 1ñ a viz Du | 8 – 14 bloaz | 50 € |
Sonerezh a-stroll | 7 a viz Du eus 9e da 4e goude-merenn | 8 vloaz hag + | 10 € |
Bal ar vugale | 7 a viz Du da 4e | evit an holl | digoust |
Enskrivadurioù gant Héloïse Berthet : mediation@cercleceltiquederennes.org | 02.99.54.36.45
SEVENADUR 2021
A-benn 5 miz e krogaimp gant Sevenadur, ho kortoz a raimp etre 13 a viz C’hwevrer hag ar 14 a viz Meurzh 2021 ! Emañ ar strollad a-bezh o labourat evit prientiñ 21ñ abadenn an emgavioù sevenadurel. Sed aze ur video mareoù gwellañ abadenn 2020 evit reiñ deoc’h un tañva !
Titouroù : sevenadur.roazhon@gmail.com
Gallout a rit lakaat
hoc’h anv !
Muioc’h a ditouroù war bajenn ar stalioù
Bremañ e c’hellit lakaat hoc’h anv en ur bellgargañ levrig ezelañ ar prantad 2020-2021. A-benn leuniañ ar fichenn er gwellañ doare, trugarez evit sellet ouzh ar mod implij. Evit ho tegemer er gwellañ doare ez eus bet lakaet e pleustr ur protokol yec’hedel a c’hellit sellet outañ amañ dindan. |
Dalc’hit soñj ez eo ret gwiskañ ur maskl. Ret eo ivez doujañ ouzh ar jestroù-klud pa’z oc’h e lec’hioù ar C’helc’h.
