Yezhoù

Komz-e-BZH

Brezhoneg

Evit tud-gour – d’ar meurzh
135 euro evit ar bloavezh + ezelañ d’ar gevredigezh
Den-kirriek war ar stal : Laure Bevout – 06 89 40 82 95

Pal ar stal-mañ a zo lakaat an deskarded war ar brezhoneg da bleustriñ o live yezh dre ar skrivañ, lenn, hag ivez dre gaozadennoù e-pad abadennoù war temoù ‘zo e brezhoneg (pred, fest-noz, fest-deiz, …). Graet e vez gant c’hoarioù (sifroù, divinadelloù, …) evit ma vefe plijusoc’h ar mareoù hag evit ma vefe aesoc’h ha skañvoc’h deskiñ ar yezh, evit an deraouidi dreist-holl.

Graet e vez ar c’hentelioù bep meurzh diouzh noz e Kelc’h Keltiek Roazhon da 7e.

Gant Anton Aghèsse

Gallaoueg

Evit an dud-gour –  d’ar yaou 
65 euro evit ar bloavezh + ezelañ d’ar gevredigezh
Den-kirriek war ar stal : Gérard Damour – 06 17 38 00 64

Diazezet war an hentenn nevez savet gant l’Institut du Galo e vo ar gentel ar mod gwellañ da bleustriñ ar gallaoueg en ur mod kovlus, perzhiedekaus hag a-gammedoù. Pal ar gentel eo lakaat ar re a gemer perzh enni d’ober gant ar gallaoueg en o buhez bemdeiz.
Ar stal-se a lakao an dud d’ober gant ar gallaoueg evit eskemm diwar-benn sujedoù ar c’heleier pe temoù dibabet. Digor eo ar c’hentelioù d’an holl, deraouidi pe get.

Graet e vez ar c’hentelioù bep yaou diouzh noz e Kelc’h Keltiek Roazhon da 7e.

Gant Anton Aghèsse