Degemer

Sonadeg FLEUVES war ar Parquet de Bal

Goude bezañ bet merket gante leurenn sonerezh Breizh e tistro Fleuves war ar Parquet de Bal evit kinnig o fladenn-vinil-doubl. Ar sonadeg-mañ a zo kinniget deoc’h, kevelet gant l’Usinerie.
Mirit ho plas en ur glikañ war al liamm amañ : https://www.helloasso.com/associations/cercle-celtique-de-rennes/evenements/fleuves


Oberiantizoù ar vakañsoù : lakait hoc’h anv !

OberiantDeiziad ha eurOadPriz
Kontadennoù28 ha 29 a viz Here eus 9e da 6e noz6 bloaz hag +5 €
Beilhadeg kontet28 a viz Here 7e30 nozevit an holldigoust
Broderezh28 a viz Here eus 9e ha 6e noz8 vloaz hag +10 €
Samain Berdadao31 a viz Here – 1ñ a viz Du8 – 14 bloaz50 €
Sonerezh a-stroll7 a viz Du eus 9e da 4e goude-merenn8 vloaz hag + 10 €
Bal ar vugale7 a viz Du da 4eevit an holldigoust

Enskrivadurioù gant Héloïse Berthet : mediation@cercleceltiquederennes.org | 02.99.54.36.45


SEVENADUR 2021

A-benn 5 miz e krogaimp gant Sevenadur, ho kortoz a raimp etre 13 a viz C’hwevrer hag ar 14 a viz Meurzh 2021 ! Emañ ar strollad a-bezh o labourat evit prientiñ 21ñ abadenn an emgavioù sevenadurel. Sed aze ur video mareoù gwellañ abadenn 2020 evit reiñ deoc’h un tañva !

Titouroù : sevenadur.roazhon@gmail.com


Gallout a rit lakaat

hoc’h anv !

Muioc’h a ditouroù war bajenn ar stalioù

Bremañ e c’hellit lakaat hoc’h anv en ur bellgargañ levrig ezelañ ar prantad 2020-2021.
A-benn leuniañ ar fichenn er gwellañ doare, trugarez evit sellet ouzh ar mod implij.
Evit ho tegemer er gwellañ doare ez eus bet lakaet e pleustr ur protokol yec’hedel a c’hellit sellet outañ amañ dindan.

Dalc’hit soñj ez eo ret gwiskañ ur maskl. Ret eo ivez doujañ ouzh ar jestroù-klud pa’z oc’h e lec’hioù ar C’helc’h.